Ar Maezioù Frank

Ar Maeziennoù Frank gwelet a-us

Titouroù pleustrek

Eurioù digeriñ
eus ar Meurzh d’ar Gwener etre kreisteiz ha 7e g.m. / d’ar Sadorn ha d’ar Sul etre 2e g.m. ha 7e g.m.
Vakañsoù skol berr
eus ar Meurzh d’ar Gwener etre 10e a.m. ha 7e g.m. / d’ar Sadorn ha d’ar Sul etre 2e g.m. ha 7e g.m.
Eurioù al Levraoueg e-pad an hañv (Gouere hag Eost)
eus ar Meurzh d’ar Gwener etre 1e g.m. ha 7e g.m. / d’ar Sadorn (al levraoueg a-bezh) ha d’ar Sul (Korn ar vugale, hall ha Buhez ar geodedourien hepken) etre 2e g.m. ha 7e g.m.
Serriñ
Serr d’al Lun hag en deizioù-gouel

E kreizig-kreiz meurgêr Roazhon, nepell diouzh an ti-gar, emañ ar Maezioù Frank. Digor e vezont eus ar Meurzh d’ar Sul. Meur a lec’h a ya d’ober anezho : ur mirdi, ul levraoueg, kreizenn ar skiantoù, salioù-diskouezadegoù gouestlet da istor Breizh, d’al luc’hskeudennerezh glad a wechall hag a vremañ, d’ar skiantoù ha d’an darempredoù etre int hag an arzoù… Liesseurt-kenañ eo ar c’hinnig sevenadurel, ha digoust ha digor d’an holl eo an darn vuiañ anezhañ.

An ensavadurioù

El Levraoueg

El levraoueg e kinniger servijoù talvoudus (postoù internet, moned wifi, luc'heiladiñ) ha 240 000 a zielloù. Ingal e vez nevesaet an dalc’had-se, a c’haller implijout anez goulenn an aotre. Brudet eo abalamour m’eo puilh ha prizius he dastumadoù kozh, dreist-holl ar re a denn da Vreizh. A bep seurt dielloù a gaver, war a bep seurt temoù, ar pezh a ya d’ober ostilhoù a sevenadur, a ouiziegezh hag a zudi evit tout an dud. Meur a gorn zo el Levraoueg, pep a aergelc’h disheñvel dezho. Pep hini a gavo ul lec’h evit en em zudial, diskuizhañ, c’hoari, labourat, divizout, deskiñ, e-unan pe gant ar re all. Digoust eo ar mont e-barzh, hag ar gartenn goumanantiñ ivez. Gant ar gartenn-se e c’haller amprestañ e Levraouegoù Roazhon, hag ober un toullad traoù en he lec’hienn [liamm] evit netra bepred : sellet ouzh filmoù, lenn kazetennoù, selaou sonerezh, en em stummañ.

El levraoueg

Mirdi Breizh

Mirdi Breizh zo gouestlet d’ar gevredigezh vreizhat ha d’ar cheñchamantoù enni a-hed an amzer. Gant Un istor Breizh, an diskouezadeg dave ennañ digor da neb a gar, ha gant an abadennoù niverus kinniget gantañ e vez lakaet war wel pegen pinvidik eo istor ar vro ha buhez ar Vretoned. Ur glad pobl dibar zo diskouezet er mirdi, pe e vefe traezoù pe testenioù. Ingal e vez nevesaet an dastumad, ha pedet oc’h holl gant ar mirdi da brestañ pe da brofañ traoù dezhañ, abalamour da grouiñ ha da dreuzkas ur vemor vev asambles gantañ. Dizoloit istor Breizh hag he annezidi e brezhoneg gant ur c'hlevheñcher digoust.

Mirdi Breizh

E Kreizenn ar skiantoù

E Kreizenn ar skiantoù ez eus roet an tu deoc’h da dapout un deskamant skiantel a galite. Ur Planetariom, Arnodva Marzhin ha meur a sal-diskouezadegoù a ya d’ober Kreizenn ar skiantoù, lec’h ma vez kinniget prezegennoù hag abadennoù hanterouret evit an holl a-hed ar bloaz. Diazezet eo an diskouezadeg dave Sebezus eo an empenn war ar ouiziegezh nevesañ a-fet neuroskiantoù, evit diskuliañ holl sekredoù empenn mab-den deoc’h. Ul lec’hienn internet hag ur chadenn YouTube zo bet digoret gant Kreizenn ar skiantoù, enno titouroù a-leizh evit mont pelloc’h ganti.

E Kreizenn ar skiantoù

Ouzhpenn diskouezadegoù war ar skiantoù hag ar glad a c’haller gwelet er Maezioù Frank : a-hed ar bloaz e vez programmet diskouezadegoù luc’hskeudennoù a ginniger enno labour arzourien a vremañ pe oberennoù eus ar glad luc'hskeudennoù miret gant Mirdi Breizh. Gouestlet eo ar sal-diskouezadegoù Anita Conti d’an arzoù niverel ha d’al labourioù ma kemmesker an arzoù hag ar skiantoù. Da-geñver an abadennoù er selaouva, el Levraoueg hag er C’hafe e c’haller en em gavout gant an dud a bouez e bed al lennegezh, ar skiant hag an arz hiziv an deiz. Er c’horn Buhez ar geodedourien, rez-an-douar, ez eus lakaet urzhiataerioù, kazetennoù, kelaouennoù ha c’hoarioù stroll en ho kerz. Eno e c’haller ivez kas difraeoù melestradurel da benn.